Brasañ villa gallo-roman Breizh zo 'ba Keradenneg 'ba Sant-Fregant
Deomp bremañ da weladenniñ ur villa gallo-roman! E-kerzh an dibenn sizhun e oa dalc'het devezhioù an arkeologiezh 'ba Breizh ha 'ba Frañs a-bezh. Da geñver an darvoud sevenadurel mañ e oa bet digoret ul lec'h eus ar re souezhusañ 'ba bro Lesneven ha kinniget d'an neb a felle dezhañ mont da weladenniñ: ar villa a gaver 'ba Keradenneg 'ba parrez Sant-Fregant.
Ninnog Jaouen, arkeologouriezh anezhi hag a zo o prientiñ un dezenn gant skol-veur Roazhon 2, he deus kinniget ar villa da Erwan Blanchard.